Lenn Winnipeg

Lenn Winnipeg

Al Lenn Winnipeg zo ul lenn e proviñs Manitoba, e Kanada. Emañ war-dro 55 km en hanternoz da gêr Winnipeg. Dont a ra anv al lenn, evel anv ar gêr, eus an anv-lec'h kreek ᐄᐧᓂᐯᐠ, wînipêk, a dalvez kement ha « dour du », « dour lous ».

En em astenn a ra al lenn war ur gorread 24 514 km², ha 416 km eo hec'h hed brasañ. Hi eo ar pempvet lenn vrasañ e Kanada, e-keñver gorread, hag an hini vrasañ holl e-touez al lennoù zo e Kanada penn-da-benn (emañ ar re all a-c'haoliad war an harzoù gant ar Stadoù Unanet).


Developed by StudentB